Stonehenge

Stonehenge
Stonehenge e miz Gouere 2007
Douaroniezh
51° 10' 44.0" N • 1° 49' 34.0" K
Riez Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Bro Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Kontelezh Wiltshire Wiltshire
Istor
Doare Monument ragistorel
Maread Nevezoadvezh ar Maen
Perc'henn Kurunenn ar R-U
Merour English Heritage
Internet (en) (fr) Stonehenge
Monumantoù rummet
Enskrivadur 18 Eost 1882
Dave 1010140
Glad Bedel UNESCO
Rummad Sevenadur
Enskrivadur 28 Du 1986
Dezverkoù (i), (ii), (iii)[1]
Dave 373

Stonehenge zo dismantroù ur monumant meurvaenek ragistorel lec'hiet war Gompezenn Salisbury e Kontelezh Wiltshire e Bro-Saoz, un tri c'hilometr bennak er gwalarn da gêr Amesbury.

Savet eo diwar ur c'helc'hiad diavaez peulvanoù mein krag 4 metr o uhelder ha 2 vetr o ledander, 25 tonenn a bouez e pep unan. Gourinoù maen lakaet ouzh lein ar c'helc'h a stag ar peulvanoù daou-ha-daou dre ingochoù ha steudennoù ; a-led-rik eo ar gourinoù daoust d'an dachenn bout war ildraoñ[2].
Er c'helc'hiad peulvanoù diavaez ez eus unan bihanoc'h savet diwar ar mein anvet bluestone e saozneg ("maen estren"), eleze un doare dolerit a gaver e Mynydd Preseli, nepell diouzh Abergwaun e kornôg Kembre ; lenkr ha hedorr eo ar mein-se, ar pezh zlee aesaat an treuzougen, ar c'hempenn hag ar staliañ.
E diabarzh an eil kelc'hiad ez eus meur a drilithon (eus ar gerioù henc'hresianek τρι- tri- "tri" ha λίθος líthos "maen"), da lavaret eo daou beulvan maen krag kenstaget gant ur gourin.

A-linenn gant ar sav-heol er goursav-hañv (e-tro an 21 a viz Mezheven) hag ar c'huzh-heol er goursav-goañv (e-tro an 21 a viz Kerzu) eo ar monumant.

Meur a lankad zo bet e savidigezh Stonehenge, adalek ~3100 betek ~1600 kent hon amzer. Da gentañ e voe kleuzet ar foz ha savet ar savenn-douar a zo tro-dro d'ar monumant ; etre ar bloazioù ~2600 ha ~2400 e voe staliet ar c'helc'hiad bras. Hervez an deiziadiñ dre garbon-14 e voe staliet ar peulvanoù bluestone etre ar bloazioù 2400 ha 2200, hogen ken abred hag er bloaz 3000 e oant bet lakaet en douar marteze[3].

Ur vered e oa bet Stonehenge en deroù marteze, pa 'z eus bet kavet gouzedoù enno eskern devet 63 den, gwazed, maouezed ha bugale anezho ; ker kozh hag ar foz eo ar re henañ, hag e-pad d'an nebeutañ 200 vloaz goude ez eus bet devet tud all ha lakaet en douar[4].

D'an 18 a viz Eost 1882 e voe lakaet Stonehenge da vonumant rummet er Rouantelezh-Unanet dindan an dave 1010140[5]. Al lec'hienn hag an tiriad tro-dro dezhi a voe degemeret evel Glad bedel UNESCO d'an 28 a viz Du 1986 dindan an niverenn 373[6]. Ar monumant e-unan zo perc'hennet gant Kurunenn ar Rouantelezh-Unanet ha meret gant English Heritage ; gant an National Trust ez eo perc'hennet ha meret tiriad Stonehenge.

  1. (fr) Les critères de sélection @ UNESCO. Kavet : 18 Gen 25.
  2. (en) Stonehenge : Wiltshire England – How was it built? @ The Bradshaw Foundation. Kavet : 18 Gen 25.
  3. (en) Morgan, James. Dig pinpoints Stonehenge origins @ BBC, 21/09/2008. Kavet : 18 Gen 25.
  4. (en) Kennedy, Maez. Stonehenge may have been burial site for Stone Age elite, say archaeologists @ The Guardian, 09/03/2013. Kavet : 18 Genver 25.
  5. (fr) Stonehenge @ Historic England. Kavet : 18 Gen 25.
  6. (en) UNESCO. Kavet : 18 Gen 25.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne