Stormy Weather zo ur ganaouenn bet savet e 1933 gant daou arzour stadunanat : an ton anezhi gant ar sonaozer Harold Arlen hag ar gerioù gant Ted Koehler.
Da gentañ e oa bet enrollet ar ganaouenn e miz C'hwevrer 1933 gant laz-seniñ Leo Reisman, hag un tamm berzh a reas. Brasoc'h brud avat he doe c'hoazh pa voe kanet gant Ethel Waters, e 1933 ivez, en toull-noz Cotton Club (Harlem), hag enrollet neuze e miz Mae. E-pad unnek miz e voe ar gwellañ gwerzhet.