Ur strinker-tan zo arm hag a vann ul liñvenn entanet savet diwar produioù deveret eus ar petrol peurliesañ. Gellet a ra bezañ douget gant un troadeg pe lakaet war-vourzh un tank. E bal eo lazhañ un enebour gant al liñvenn domm, pe en ur veveziñ oksigen ul lec'h kloz. Gellet a ra bezañ implijet ivez evit distruj madoù pe karbedoù. Ur arm spont eo ivez abalamour d'an efed piskologel a c'hall produiñ war an dud. Implijet e voent e trañcehoù ar Brezel-bed Kentañ, e-lec'h ma voent esaeet evit ar wech kentañ gant an Alamaned e Vauquois e 1915[1]. Ar Stadunaniz a reas gante ivez e emgann Normandi hag e brezel ar Meurvor Habask, evit talañ ouzh ar Japaniz a oare kuzhat e lec'hioù kloz ha don[2].