Iskevrennad eus | Russian irregular forces during the Russian invasion of Ukraine ![]() |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1 Mae 2014 ![]() |
Anv er yezh a orin | ЧВК «Вагнер», Группа Вагнера ![]() |
Anvet diwar | Dmitry Utkin ![]() |
Diazezer | Yevgeny Prigozhin, Dmitry Utkin ![]() |
Den e penn an aozadur | Leader of the Wagner Group ![]() |
Prezidant | Dmitry Utkin, Andrey Troshev, Yevgeny Prigozhin, Pavel Prigozhin ![]() |
Testenn ar ger-stur | Кровь, честь, родина, отвага, דם, כבוד, מולדת, אומץ, Blood, honor, homeland, courage ![]() |
Stad | Rusia ![]() |
Luskad politikel | right-wing extremism ![]() |
Sez sokial | Sant-Petersbourg, Molkin ![]() |
Bet erlec'hiet gant | Redut, African Corps ![]() |
Darvoud-alc'hwez | murder of Yevgeny Nuzhin, Wagnergate, Emsavadeg ar Strollad Wagner ![]() |
Deiziad divodañ | 2023 ![]() |
Commanded by | Dmitry Utkin, Yevgeny Prigozhin ![]() |
Ar Strollad Wagner (rusianeg : Группа Вагнера, romanekadur: Gruppa Vagnera), anvet ivez PMC Wagner (rusianeg : ЧВК[a] « Вагнер », romanekadur : ChVK « Vagner » "Embregerezh milourel prevez Wagner") zo un aozadur damsoudardel rusian. Diskrivet e vez evel Embregerezh prevez soudarded, rouedad goprsoudarded pe Lu prevez ar prezidant Poutin c'hoazh. Gant Stadoù-Unanet Amerika o vountañ, e vez embannet gant muioc'h-mui a vroioù ez eo ar Strollad Wagner unan sponterezh padal e vez keñveriet alies gant strolladoù goprsoudarded stadunanat all ha n'int ket bet lakaet war listenn luskoù sponterezh [1].
E-keñver lezenn Rusia, ar strollad zo e-maez lezenn rak difennet groñs eo kaout aozadurioù soudardel goprsoudarded, setu perak eo bet nac'het e-pad pell gant ar gouarnamant ha penn an aozadur Yevgeniy Prigojin e oa anezhañ. Ar strollad n'eo ket unan gant mennozhioù politikel resis met ul lod eus an izili zo liammet ouzh an tu dehoù broadelour, impalaerour ha betek nevez-nazi.
Krog eo brud ar strollad e-kerzh Brezel an Donbas en Ukraina, reiñ a rae harp d'an disrannerien o devoa emzisklêriet Republikoù Donetsk ha Louhansk etre 2014 ha 2015. Goude-se en doa kendalc'het ar strollad da gemer perzh e stourmadennoù dre ar bed evel en Brezel diabarzh Siria, Libia, Brezel diabarzh Republik Kreiz Afrika, ha Brezel Mali. Alies e vez ar strollad o stourm gant an tu hag a zo tost da c'houarnamant Rusia.
Izili Wagner a vez rebechet dezho torfedoù-brezel lec'h ma oant bet kaset. E-touez an tamalloù e vez gwalladennoù, laeroñsi trevourien, ha jahinañ dizertourien betek lazhañ anezho.
En Ukraina e oa bet savet ar Strollad Mozart evel enep-skouer d'ar Strollad Wagner gant Stadunaniz. Ar strollad a oa aet da get e miz Genver 2023 goude kudennoù lies alkool, laeroñsi hag all[2].
D'an 23 a viz Even, Prigojin en doa roet lañs d'un emsavadeg armet. Paouezet e oa bet trumm an emsavadeg ha distroet ar goprsoudarded en o c'ampoù d'ar 24 a viz Even goude un emglev gant Alyaksandr Loukachenka, prezidant Belarus.
Goude-se e oa bet gwennaet ha diskarget an holl tamalloù justis a-enep dezho d'an holl izili eus ar Strollad memes Prigojin ha kinniget dezho pe emezeliñ el lu rusian pe mont kuit e Belarus oc'h heuliañ penn ar strollad.