Ar Suffren a oa ur morreder ponner (rummad Suffren[1]) hag a voe implijet gant ar morlu gall adalek ar 1añ a viz Genver 1930 betek ar 1añ a viz Here 1947. Anvet e oa bet, evel meur a vag all en e raok, diwar anv ar besamiral Pierre André de Suffren (1729-1788).
Tamallet e voe ar vag-brezel da vezañ kemeret perzh e Bombezadeg Hải Phòng (ur gêrig porzh hag a oa en Indez-Sina c'hall d'an ampoent) a c'hoarvezas d'an 23 a viz Du 1946. Evit doare e oa bet tamallet e gaou ha diouzh testenioù all[2],[3],[4] embannet n'eus ket pell amzer e voe kaset ar vombezadeg da benn gant an tri lestr-avizer Chevreuil, Dumont d'Urville ha Savorgnan de Brazza.