Sumer (eus an Akkadeg Šumeru; Sumereg 𒆠𒂗𒂠 Ki-en-ĝir15, da lâret eo "Bro an aotronez sevenaet" pe "bro c'henidik"[1])[2] a oa ur sevenadur hag ur vro istorel eus kreisteiz Mezopotamia, da lavaret eo Su Irak hiziv, da vare ar C'halkoliteg hag Henoadvezh an arem. Ar Sumeridi a reer eus hec'h annezidi.
Bleuniet he deus ar sevenadur-se eus kentañ trevadenn Eridu e-doug Prantad Obeid (fin ar VIvet milved a-raok J.K.) betek prantad Uruk (IVre milved), prantad an tierniezhioù arkaek (IIIde milved) ha kresk galloud Babilonia e deroù an eil milved. Ar c'hentañ sevenadur kêr gwirion a zo anezhi. Ijinet e oa un doare skrivañ dibar gant ar Sumeridi, ar skritur gennheñvel, hag ar sevenadur-se a verk eta diwezh ar ragistor er Reter-Nesañ ha deroù an Henamzer eno. Kavet ez eus bet kalz a destennoù miret mat war dablezennoù pri a ro dimp an tu da anavout gwell ar vro-se Ne hañval ket bezañ ur sevenadur semitek e-keñver e yezh, ar sumereg. .