Svyatoslav Iañ | |
---|---|
Святослав Ігорович | |
Delwenn gant Yevgeniy Lansere (1886) | |
Priñs Kyiv | |
Ren | 945–972 (27 vloaz) |
En e raok | Igor Kyiv |
War e lerc'h | Yaropolk Iañ Kyiv |
Rejantez | Olga Kiyv (ren : 945–962) |
Priñs Novgorod | |
Ren | 945–970 |
War e lerc'h | Volodymyr Iañ |
Ganedigezh | ~943 e Kyiv |
Marv | 972 e Khortytsia |
Remziad | Рю́риковичі [Ryourikovitched][1] |
Tad | Igor Kyiv |
Mamm | Olga Kyiv |
Pried | Predslava |
Bugale | Yaropolk Iañ, Oleg, Volodymyr Iañ |
Svyatoslav Iañ Igorevitch (ukraineg : Свѧтославъ Игорєвичь ; Kyiv, ~943 – Khortytsia[2], 972) a voe Priñs Rous Kyiv adalek 945 betek e dremenvan d'an oad a 28 pe 29 bloaz[3]. Brudet eo dre an ergerzhioù-brezel a gasas dizehan en Europa ar Reter ; er mervent da Gyiv enep ar C'hazared hag er reter enep ar c'hentañ impalaeriezh vulgar. Trec'h e voe war veur a boblad slavek, war an Alaned kent argadiñ Khanelezh Bulgariz ar Volga[4]. D'ar mare-se e oa kevreet gant Petcheneged Azia ar C'hreiz ha Magyared Hungaria a-vremañ.
Goude marv e dad Igor Kyiv er bloaz 945, pa oa Svyatoslav bugelig c'hoazh, e vamm Olga Kyiv (~890-969) a voe rejantez betek 962[5] : war-dro 20 vloaz neuze e oa Svyatoslav pa voulc'has e ren, a badas un dekvloaziad hepken. Amzer en devoe koulskoude da astenn e rouantelezh betek traoñienn ar Volga er reter, Pradeg vras Europa hag ar Balkanioù, en ur sevel dre-se brasañ Stad europat ar mare. E 969 e stalias e gêr-benn e Pereyaslavets war lez kleiz an Danav ha nes d'e c'henoù e korn-bro Odesa[6]. Bloaz goude e lakaas e vab Yaropolk da vespriñs Rous Kyiv hag e vab all Oleg da vespriñs Drevlinia, ur rannvro er reter da Gyiv ; ouzhpenn se ec'h anvas e drede mab Volodymyr da briñs Velikiy Novgorod[7]
Petra bennak ma troas e vamm war-du ar gristeniezh e chomas Svyatoslav ur pagan divrall a-hed e vuhez verr[8]. Dre ma varvas trumm en ur spi-brezel e 972 d'an oad a 28 pe 29 bloaz n'en devoe ket amzer da sevel un impalaeriezh ; n'en devoe ket amzer ivez da aozañ un hêrezh stabil, ar pezh a gasas d'ur brezel etre e dri mab, ma varvas Oleg e 977 ha Yaropolk e 978 en ur lezel Volodymyr da unpenn nemetañ [9].