Rann eus | Mujahideen Shura Council, Al-Qaida, Lu an Aloubadeg, Hayat Tahrir al-Sham |
---|---|
Deiziad krouiñ | 23 Gen 2012 |
Anv ofisiel | جبهة النصرة لأهل الشام من مجاهدي الشام في ساحات الجهاد |
Anv er yezh a orin | جبهة النصرة, جبهة فتح الشام |
Anvet da sponter gant | Aozadur ar Broadoù Unanet, Stadoù-Unanet, Rouantelezh-Unanet, Aostralia, Rusia |
Brezel | Brezel diabarzh Siria |
Diazezer | Ahmed al-Charaa |
Prezidant | Ahmed al-Charaa |
Stad | Siria |
Ideologiezh politikel | Islamouriezh, Salafi jihadism |
Heuliet gant | Hayat Tahrir al-Sham |
Bet erlec'hiet gant | Hayat Tahrir al-Sham |
Deiziad divodañ | 28 Gen 2017 |
Operating area | Siria, Liban |
Enebour | Syrian Armed Forces |
An Talbenn Al-Nusra pe Jabhat al-Nusra (arabeg : جبهة النصرة), brudet ivez dre an anv Jabhat Fateh al-Sham (arabeg: جبهة فتح الشام, Jabhat Fataḥ al-Šām) goude Gouhere 2016, zo un aozadur salafelour djihadour o stourm a-enep nerzhioù difenn gouarnamant Siria e Brezel diabarzh Siria. Pal diazez al luskad-se eo sevel ur Stad islamek er vro. A-wechoù e vez graet Al-Qaeda e Siria pe Al-Qaeda er Reter-Nesañ eus ar strollad-se. Krouet e oa bet d'an 23 a viz Genver 2012.
Stadoù-Unanet Amerika o deus lakaet Jabhat al-Nusra war listenn an aozadurioù sponterezh estren. Nebeut amzer goude-se e oa bet graet ar memes tra gant Kuzul Surentez Aozadur ar Broadoù Unanet ha neuze gant kalz broioù. Skourr ofisiel Al-Qaeda e Siria ez eo bet betek Gouhere 2016. E penn kentañ ar bloavezh 2015, ar strollad a oa deuet da vezañ unan eus bezenoù galloudusañ an djihadourien aozet e Lu an Aloubadeg e gwalarn Siria. Kavout a reer ivez ul lodenn eus an Talbenn e bro Liban. E miz Du 2012, The Washington Post a ziskrive al-Nusra evel skourr milourel kreñvañ ar rebelled a-enep Bashar al-Assad e Siria.
E miz Gouhere 2016, al-Nusra a droc'he e liammoù gant al-Qaeda hag en em adstumme gant an anv Jabhat Fateh al-Sham ("Talbenn evit Aloubadeg ar Reter Nesañ").
D'an 28 a viz Gouhere 2017, goude emgannoù taer a-enep an Ahrar al-Sham ha strolladoù rebelled all, an Talbenn al-Nusra a zo kemmesket gant pevar strollad djihadour all evit dont da vezañ Hayat Tahrir al-Sham.