Talgarreg zo ur gêriadenn eus Kembre, e su Ceredigion. Emañ hanter-hent etre Ceinewydd ha Llandysul.
E parrez Llanarth emañ Talgarreg. Redek a ra an Afon Clettwr hebioù ar gêriaden a-raok kemberiñ gant an Afon Teifi pelloc'h er c'hreisteiz.
Kembraeg a vez kaozeet gant an darn vrasañ eus annezidi Talgarreg. Deñved a vez savet er c'hornad.
Gevellet eo bet skol kentañ derez Talgarreg gant skol Diwan Gwengamp, e Breizh.