En daolenn amañ a-is e kavor listenn doueed Henc'hres, re Henroma a glot ganto, hag un nebeud doueed kelta glot mui pe vui.
Henc'hres | Karg | Arouez | Henroma | Kelted |
---|---|---|---|---|
Afrodit | Doueez ar garantez. | Ur melezour, ur goulm, un alarc'h, ur rozenn ; alies e vez gwelet en he noazh. | Venus | |
Apollon | Doue ar sonerezh, ar varzhoniezh, an diouganerezh ; blenier karr an Heol eo. | Ul lourenn, lore ; un delfin, ur bleiz ; alies e vez ar Muzezed (merc'hed an Awen) gantañ. | Apollo | Belenos |
Ares | Doue ar brezel. | Ur c'hi, ur bultur, ur goaf, un tokarn. | Mars | Teutates |
Artemis | Doueez an hemolc'h, al Loar. | Alies gant ur wareg ha saezhoù. | Diana | |
Asklepios | Doue ar vezegiezh. | Aesculapius | ||
Atena | Doueez ar furnezh. | Ur gaouenn, ur wezenn-olivez ; alies gant ur goaf hag un tokarn war he fenn. | Minerva | Belisama |
Boreas | Avel an Norzh. | Aquilo | ||
Demeter | Doueez ar gounezerezh hag an trevadoù. | Ur penn-ed. | Ceres | |
Dionysos | Doue ar gwini hag ar gwin ; degas a ra awen d'ar varzhed ha d'ar sonerien. | Ur gurunenn iliav pe rezin. | Bacchus | |
Eileithyia | Skoazellerez ar gwilioudiñ. | Lucina | ||
Enio | Doueez ar brezel. | Bellona | ||
Eos | Doueez tarzh-an-deiz. | Aurora | ||
Erinied | Ar Furied | |||
Eros | Doue ar garantez. | Ur bugelig askellek, gwareg ha saezhoù gantañ. | Cupido | |
Hades | Doue an ifernioù. | Korn ar builhentez, arouez pinvidigezh an douar. | Pluton | Dispater |
Hebe | Doueez ar yaouankiz. | Juventus | ||
Hefaistos | Doue an tan hag ar govelioù. | Ur morzhol. | Vulcanus | |
Hera | Doueez ar briedelezh, diwallerez ar gwragez. | Ur paun. | Juno | |
Herakles | Haroz, hanterzoue. | Gwisket e vez gant kroc'hen leon Nemea. | Herkules | Ogmios |
Hermes | Doue an hentoù, ar veajourien, ar c'henwerzh hag al laeron ; kannad an doueed. | Gwialenn ar peoc'h (κηρύκειον kērū́keion, kaduse). | Merc'her | Lug |
Hestia | Doueez an oaled. | Vesta | ||
Hypnos | Doue ar c'housked. | Somnus | ||
Kronos | Doue an amzer ; tad an doueed. | Saturnus | ||
Leto | Latona | |||
Moira | Ar Parkezed / Merc'hed an Tonkadur | |||
Odysseüs | Haroz an Odysseia. | Ulixes | ||
Pan | Doue ar vesaerien. | Faunus | ||
Persefone | Doueez an ifernioù. | Proserpina | ||
Poseidon | Doue ar mor, a c'hall lakaat gwallamzer da sevel ; douee ar c'hrenoù-douar hag ar c'hezeg eo ivez. | Un tridant ; gant loened-mor e vez sachet e garr | Neptunus | |
Tuche | Fortuna | |||
Zeus | Mestr an doueed. | An tan-taran, un erer | Jupiter | Taranis |