An darzhadenn gambrian (etre 541 ha 530 milion a vloavezhioù zo) a reer eus diwan trumm – e-keñver skeuliad an amzerioù douarouriezh – ar pep brasañ eus ar skourradoù metazoenned[1] a vremañ[2] hag un nebeud re all, aet da get abaoe. Krouiñ a rae ul liesseurtadur bras eus ar c'hevrennadoù hag eus ar spesadoù loened, plant ha bakteri. Skrivagnerien zo[3] a gomz eus ur "big bang" zoologel c'hoarvezet er C'hambrian », a welas anadiñ, e-kerzh un nebeud degadoù milionoù a vloavezhioù, hogos an holl steuñvoù aozadur ar c'horf anavezet hiziv (Annelidae, blotviled, Ekinodermed, C'hordata, ha kement zo.)[4].
Dizoloet e voe an "darzhadenn"-se a-drugarez d'ar c'harrekaennoù miret e chist Burgess e Kanada. El lec'h-se, bet dizoloet e 1909, e oa roudoù eus ur biotop mor puilh ar spesadoù ennañ. Ne voe dielfennet o dilerc'hioù evel ma faot nemet hanter-kant vloaz goude avat.
Ne anavezer ket abegoù an argerzh trumm-se abalamour d'an niver bihan a garrekaennoù. A-raok an darzhadenn gambrian e oa bet un darvoud damheñvel met bihanoc'h : al liesseurtadur ediakarek. A-raok an daou zarvoud-se, ar pep brasañ eus ar bevedegoù a oa eeun ha graet a gelligoù hiniennel a veze bodet a-wezhioù e stumm trevadennoù[5].