Tchagataieg (*dianav) | |
---|---|
Marv | |
Perzhioù | |
Komzet e : | yezh varv |
Rannved : | Azia |
Komzet gant : | yezh varv |
Renkadur : | yezh varv |
Familh-yezh : | Yezhoù altaek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | |
ISO 639-3 | chg |
Kod SIL | CGT |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh altaek eus is-skourr yezhoù turkek ar reter eo an tchagataieg (chagatai) komzet gwechall e Turkestan. Yezh pennañ an Impalaeriezh Tchagatai e oa ha d'ur yezh lennegel ez eo aet, skrivet gant ar skritur arabek ha levezonet gant an arabeg hag ar farsieg. Disrannet e vez e tri marevezh :
Ar marevezh klasel a zeraou gant embannadur barzhonegoù Ali-Shir Nava'i hag echuiñ a ra er XVIIvet kantved pa yeas ar yezh da vezañ muioc'h-muiañ levezonet gant ar rannyezhoù lec'hel. Yezh renerien an Impalaeriezh Voghol e oa ivez. Yezh lennegel ar vro e oa c'hoazh en Ouzbekistan pa voe savet an Unvaniezh Soviedel ; kemeret e voe e lec'h gant an ouzbekeg e 1921.
Ur yezh varv an hini eo.