Tera-, aroueziet dre T, zo ur rakger eus an SI (Système international d'unités) a dalv da lieskementiñ un niver bennak dre 1012 (1 000 000 000 000), da lavaret eo 1 000 milmilion.
Eus ar gresianeg τέρας teras "eurzhvil" e teu an anv. E 1960 e voe degemeret gant ar Bureau International des Poids et Mesures (BIPM). [1]