Tevieg

Tevieg
enezenn
StadBro-C'hall Kemmañ
E tiriadSant-Pêr-Kiberen Kemmañ
War riblMeurvor Atlantel Kemmañ
Daveennoù douaroniel47°33′22″N 3°9′55″W Kemmañ
Perc'hennet gantnatural person Kemmañ
Map


Tevieg[1], pe Tivieg[2],[3], zo un enez prevez ha didud e kumun Sant-Pêr-Kiberen. Ul lec'hienn arkeologel a-bouez eo dre m'eo bet kavet korfoù-eskern koshañ Breizh eno.

Etre 1928 ha 1934 e voe furchet an enez gant ur c'houblad eus Loren dedennet gant an arkeologiezh, Marthe ha Saint-Just Péquart. Diskoachet e voe gante roudoù annezioù hag ur veredeg eus Krennoadvezh ar maen (war-dro 10 000 bloaz 'zo).

Ar c'horfoù kavet (seizh gwaz, eizh maouez, ur plac'h yaouank ha seizh bugel) a oa beziet e fozioù goloet gant daroù. Dielfennet eo bet ar relegoù-se ha jedet ment keidat ar wazed (1,59 m) ha hini ar maouezed (1,52 m). Unan eus ar wazed a oa bet lazhet gant ur bir kailhastr.

  1. Istor Breizh, TES
  2. Ofis Publik ar Brezhoneg
  3. Toponymie Nautique de la Presqu'île de Quiberon, G. Bernier, 1956

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne