Thais (hetaira)

  • Ur pennad Tais zo ivez.
Alessandro e Taide (Alesant ha Thais) gant Lodovico Carracci.

Thais (Θαΐς, e henc'hresianeg) a oa un hetaira en Aten, er IVe kantved kt JK, ha serc'h da Alesant Veur. Ur vaouez kenedek e oa ken e vame an holl wazed outi. Orgediñ outi a reas ar barzh Menandros, ma roas hec'h anv d'ur pezh savet gantañ.
Pa voe kemeret kêr gant Alesant Veur e voe skrapet ar vaouez gantañ, ma troas ar brezelour pitilh ganti. Kas a reas anezhi gantañ betek Persia.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne