The House of the Rising Sun ("Ti ar Sav-Heol") zo ur ganaouenn hengounel stadunanat, anvet Rising Sun Blues ("Blues ar Sav-Heol") a-wechoù. Kontañ a ra buhez un den hag a zo aet a-dreuz e kêr New Orleans ; kalz doareoù all a c'houzav d'an dud na heuliañ hevelep hent.
Gwech e vez istor ur paotr, evel en doare koshañ anavezet, hag un toull-bac'h eo "Ti ar Sav-Heol" ; gwech all ez eo ur c'hast a gan, hag ur fouzhlec'h eo an ti.
Deuet-mat dreist ar re all e voe an enrolladenn gant ar strollad rhythm and blues ha rock breizhveurat The Animals e 1964. Lakaet eo bet da gentañ berzh bras ur folk song sonet gant ur strollad sonerezh rock, alese an anv folk rock[1].