Titl | The Loud House ![]() |
---|---|
Labour da-heul | No Time to Spy: A Loud House Movie ![]() |
Tachenn | comedy television series, children's television series ![]() |
Krouet gant | Chris Savino ![]() |
Skigner orin | Nickelodeon ![]() |
Bro orin | Stadoù-Unanet ![]() |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg ![]() |
Deiziad kregiñ | 2 Mae 2016 ![]() |
Sevener | Chris Savino, Kyle Marshall, Darin McGowan ![]() |
Embregerezh produiñ | Nickelodeon Animation Studio ![]() |
Dasparzher | Paramount Media Networks, Netflix ![]() |
Tem sonerezh | In the Loud House ![]() |
Prizioù resevet | Young Artist Awards, Kids' Choice Awards Mexico, Imagen Awards ![]() |
Roll ar rannoù | list of The Loud House episodes ![]() |
Diaz embann | video diwar c’houlenn ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://www.nick.com/shows/loud-house ![]() |
Has spin-off | The Casagrandes ![]() |
Audio system | Dolby Digital ![]() |
Media franchise | The Loud House ![]() |
The Loud House a zo un heuliad skinwel stadunanat krouet gant Chris Savino hag adskignet abaoe an 2 a viz Mae 2016 war ar chadenn Nickelodeon. Savet eo bet an heuliad diwar bugaleaj Savino, bet ganet e-unan en ur familh niverus, ha troet eo en-dro da vuhez pemdeziek Lincoln Loud, ur paotr unnek vloaz hag ar paotr nemetañ en ur familh dek plac'h m'eo an eil, hag a zo o vevañ en ur gêr faltazius eus mervent Michigan, anvet Royal Woods. Produet gant Nickelodeon Animation Studio ha kaset en-dro gant ar studio kanadian Jam Filled Entertainment. E miz Ebrel 2016 e oa bet roet lañs dezhañ e stumm ur film berr tri munut, Bathroom Break!!, war al lec'hiennoù Nick.com ha YouTube.
Degemeret-mat eo The Loud House adalek ar penn kentañ ha dont da vezañ an heuliad abadennoù kentañ e penn ar c'hleweled e-kerzh e viz skignañ kentañ. Deuet eo da vezañ an heuliad notennet ar gwellañ er skinwel e-kerzh e vizvezh skignañ kentañ. Da-geñver an 28vet hag an 29vet dalc'hadoù ar GLAAD MEdia Awards e oa bet merzet abalamour d'an tudennoù Howard ha Harold McBride, daou dad heñvelrevel Clyde MBride, mignon gwellañ Lincoln, ha gounit a ra an Imagen Awards er programm skinwel gwellañ evit ar vugale evit skeudenn vat al Latinos er rummad. E miz Mae 2017, an tudennoù Lincoln Loud ha Clyde McBride a lakaas ar gelaouenn amerikan Variety da vezañ ur skouer eus al liesseurted sevenadurel hag etnek en heuliadoù skinwel bevaat. E 2019 e teuas er-maez an heuliad abadenn The Casagrandes, awenet gant The Loud House, ha troet dreist-holl war ar familh Casagrande. E miz Eost 2021 e oa deuet er-maez The Loud House Movie, gant Nickelodeon Movies. Tremen a ra an istor e Bro-Skos e-touez hendadoù ar familh Loud. Ar film a zo bet embannet war ar savenn Netflix.