The Wheel of Time (Rod an amzer, e brezhoneg) zo un heuliad romantoù faltazi hanezel skrivet gant ar skrivagner stadunanat James Oliver Rigney Jr., dindan al lesanv Robert Jordan. Da gentañ e tlee bezañ un heuliad 6 levrenn. Deuet da vezañ un heuliad 11 romant embannet, gant ul lodenn ouzhpenn da vezañ embannet hepdale, a vo moullet e teir levrenn. Rigney a grogas da skrivañ ar c'hentañ levrenn, The Eye of the World (Lagad ar bed), e 1984 hag e oa bet embannet e miz C'hwevrer 1990[1].
Mont a reas R. Jordan da anaon pa oa oc'h aozañ al lodenn ziwezhañ eus Rod an amzer. Klokaet e vo gant ar skrivagner romantoù faltazi Brandon Sanderson. Mont a ray teir levrenn d'ober al lodenn-se hag e tlefent bezañ embannet a-benn miz Du 2009, miz Kerzu 2010 ha miz Du 2011[2].
Awenet eo an oberenn gant mitologiezh Europa hag Azia, dreist-holl gant an naoutur e tro an amzer a gelc'hiadoù a gaver en Hindouegezh hag er Voudaegezh ha gant meiziadoù ar c'hempouezh, an daouegezh hag an doujañs evit an natur a gaver en Daoegezh. Awenet eo ivez un tamm gant oberenn Leo Tolstoy Brezel ha peoc'h[3].
Hir-kenañ ez eo Rod an amzer. Ar bed faltazi a gaver ennañ zo deskrivet dre ar munud hag un niver bras a dudennoù zo ennañ. Ur reizhiad hudouriezh dibar en deus savet ivez A-benn an 12 a viz Eost 2008 e oa bet gwerzhet en tu all da 44 milion a skouerennoù eus al levr er bed a-bezh[4] ha savet e oa bet ur c'hoari war urzhiataer, ur c'hoari roll hag un albom sonerezh.