Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Reich alaman ![]() |
Lealded | Trede Reich ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Theodor Eicke ![]() |
Anv-bihan | Theodor ![]() |
Anv-familh | Eicke ![]() |
Deiziad ganedigezh | 17 Her 1892 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Hampont ![]() |
Deiziad ar marv | 26 C'hwe 1943 ![]() |
Lec'h ar marv | C'harkiv ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg ![]() |
Micher | politiker, ofiser, jahiner ![]() |
Karg | member of the Reichstag of Nazi Germany ![]() |
Deroù ar prantad labour | 1909 ![]() |
Strollad politikel | Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman ![]() |
Grad milourel | Obergruppenführer ![]() |
Commander of (DEPRECATED) | Dachau concentration camp, 3e Rann SS Totenkopf ![]() |
Brezel | Brezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed, Talbenn ar Reter ![]() |
Skour lu | Waffen-SS ![]() |
Ezel eus | Sturmabteilung, Schutzstaffel ![]() |
Military casualty classification | Killed in action ![]() |
Theodor Eicke (17 Here 1892 – 26 C'hwevrer 1943) a voe un amaezhiad eus an SS ha penn ur rann ag ar Waffen SS en Trede Reich. Unan ag ar re giriekañ evit diorren kampoù-bac'h e oa. Eicke a servijas evel eil komandant kamp Dachau etre Mezheven 1933 ha Gouhere 1934, hag a-gevret gant Michael Lippert e voe erouner Nozvezh an Hirgontilli a echuas gant lazhadenn penn an SA, Ernst Röhm, e 1934. Derc'hel a reas da ziorren reizhiad ar c'hampoù-bac'h evel Enseller Kampoù Bac'h kentañ.
E 1939 e teuas da vout komandant ar Rann SS Totenkopf er Waffen-SS, o ren ar rann e-pad an Eil Brezel-bed davet talbenn ar c'hornôg hag ar reter. Eicke a voe lazhet d'ar 26 C'hwevrer 1943, pa voe diskaret e garr-nij e-kerzh Trede Emgann Kharkov.