Theodor Severin Kittelsen (27 a viz Ebrel 1857 – 21 a viz Genver 1914) a oa ul livour ha skeudennour norvegian hag unan a garetañ arzourion ar vro. Deuet e oa da vout brudet evit bout livet gweledvaoù Norvegia ha savet skeudennadurioù marvailhoù ha mojennoù ar vro. Brudet eo dreist-holl evit an trolled ha boudoù mojennel treset gantañ.
Peurliesañ e vez lakaet an oberennoù livet gantañ er stil nevezromantelour pe el livañ eeunek.