This Is It (pladenn)

This Is It (pladenn)

Bro Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Stil Pop
R&B
Rock
Produer Michael Jackson
Ti-embann Epic



This Is It a zo un dibab-tonioù hag un album eus Michael Jackson, un album da heul e varv eo. Deuet eo er maez d'ar 26 a viz Here 2009. Bandenn son ar film gant ar memes anv eo, This Is It. 2 CD a zo ennañ. Er bladenn gentañ ec'h adkaver ar ganaouennoù a ranker Michael Jackson kanañ e-pad e droiad sonadegoù e Londrez, adalek an 13 a viz Gouere 2009, evit This Is It. En eil pladenn ez eus doareoù nevez eus kanaouennoù brudetañ Michael Jackson. Un doare komzet eus ar ganaouenn Planet Earth, ur ganaouenn a gaver er bladenn Dangerous. Dizoloet 'vez ivez ur ganaouenn nevez gant Michael Jackson, anvet This Is It, diwar anv e droiad sonadegoù. Deuet eo er maez ar single-se d'an 12 a viz Here 2009. Gant ar bladenn This Is It ez eus ul levrig a 36 bajenn, gant poltriji eus pleustradegoù an droiad sonadegoù.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne