Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Thomas Cavalier-Smith |
Anv-bihan | Thomas |
Berradur aozer boas e zoologiezh | Cavalier-Smith |
Deiziad ganedigezh | 21 Her 1942 |
Lec'h ganedigezh | Londrez |
Deiziad ar marv | 19 Meu 2021 |
Pried | Ema E-Yung Chao |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Tachenn labour | louzawouriezh, bevoniezh an emdroadur |
Implijer | Skol-veur Oxford, King’s College Londrez |
Bet war ar studi e | King’s College Londrez, Gonville and Caius College, Norwich School |
Ezel eus | Royal Society, Royal Society of Canada |
Prizioù resevet | ezel eus ar Royal Society, Priz etrebroadel bevoniezh, Frink Medal, medalenn linneek |
Lec'hienn ofisiel | http://www.zoo.ox.ac.uk/people/view/cavaliersmith_t.htm |
Thomas (Tom) Cavalier-Smith (ganet d'an 21 a viz Here 1942 ha tremenet d'an 19 a viz Meurzh 2021[1]) a oa kelenner war bevoniezh an emdroadur e kevrenn zoologiezh skol-veur Oxford. Resevet en deus Priz etrebroadel ar vevoniezh (ur priz a 10 milion a yenoù) e 2004[2].
E enklaskoù o deus roet tu da zizoleiñ un niver a vevedegoù unkelligek (protisted) hag o deus difennet kalz strolladoù taksonomek bras, evel ar Chromista, ar Chromalveolata, an Opisthokonta, ar Rhizaria, hag an Excavata. Anavet eo evit e reizhiadoù rummatadur eus holl ar vevien.