Thomas Caverhill Jerdon[1], bet ganet d'an 12 a viz Here 1811 e Kontelezh Durham (Bro-Saoz) hag aet da Anaon d'an 12 a viz Mezheven 1872 en Upper Norwood (Bro-Saoz), a oa ul loenoniour, louzawour hag ur mezeg breizhveuriat.
Roet e voe e anv d'un nebeud laboused — Anthus similis jerdoni, Aviceda jerdoni, Charadrius dubius jerdoni, Cyornis tickelliae jerdoni, Lonchura kelaarti jerdoni, Paradoxurus jerdoni, Saxicola jerdoni, Sylvia crassirostris jerdoni — evit dougen bri d'al labour bet kaset gantañ e vuhez-pad.