E kevredigezh Mab-Den, an tiegezh pe ar familh (eus al Latin: familia) zo un ensavadur war un dro sokial, gwirel hag ekonomikel a gaver dindan stummoù disheñvel en holl gevredigezhioù, hervez an antropologour Claude Levi-Strauss. An tiegezh zo ur strollad sokial a vod tud zo liammet etrezo dre ar gwad pe dre liammoù kerentiezh sevenadurel. Er pep brasañ eus ar c'hevredigezhioù ez eo an ensavadur pennañ a dalvez da zesevel ha da sokialaat ar vugale. Un tiegezh, ennañ an tad, ar vamm, hag o bugale, a vez graet tiegezh nukleel anezhañ. Gallout a ra bezañ enebet ouzh an tiegezh ledan.
An tiegezhioù, en hor c'hevredigezh dreist-holl, o deus ur bersonelezh lezennel, un anv, ul lec'h annez hag ur glad. Krouiñ a reont etre o izili ur redi lezennel ha sevenadurel a gengred buhezegezhel[1] ha danvezel[2], sañset o gwareziñ hag harpañ o diorroadur sokial, korfel ha santadurel[3].
An tiegezhioù, evel unanennoù sokializadur hag ensavadur diazez eus ar gevredigezh, zo un danvez studi evit sokiologourien an tiegezhioù. Ar c'henealogiezh eo studi an tiegezhioù, eus o lignezioù hag o istor. En Etologiezh pe e studi al loened, ez eur en em rentet kont ez eus strolladoù e kalz spesadoù zo damheñvel ouzh an tiegezhioù eus hor c'hevredigezh.