Till Eulenspiegel zo un den eus mojennoù hanternoz Alamagn, anezhañ ur furlukin dibalamour ha paotr e droioù-kamm. Till eo e anv en alamaneg, Dyl Ulenspegel en alamaneg-izel, Tijl Uilenspiegel en nederlandeg[1], ha meur a stumm all zo c'hoazh da skrivañ e anv: Thyl, Thijl...
Embannet e voe e droioù-kamm ha skignet en Alamagn, Danmark, Izelvroioù, ha zoken e Bohemia, Pologn, hag Italia.