Tiranoktoned

Harmodios (en dorn dehoù) hag Aristogiton (en dorn kleiz), an diranoktoned. Eiladur ur strobad graet e 477-476 kent JK, kavet er villa Adriana, Mirdi Hendraouriezh Broadel Naplez .

An Diranoktoned[1] eo an anv a reer eus daou zen, Harmodios (war-dro 530-514 kent JK) hag Aristogeion (war-dro 550-514 kent JK),, a lazhas Hipparc'hos, tirant Aten, er bloavezh 514 kent JK, hag a voe lazhet tost kerkent. An "dieuberien" a vez graet anezhe ivez.

Dont a rejont da vezañ harozed eus Aten abalamour do ferzh e diskar an diranted. Bet int ar c'hentañ Gresianed a voe kavet dellezek gant o c'henvroidi da gaout un delwenn savet dezhe[2].

An div vammenn bennañ diwar-benn drouklazh an tirant eo hini Toukidides (VI, 56-59) ha Bonreizh Aten (XVIII) gant Aristoteles.

  1. Eus an henc'hresianeg τύραννος, túrannos, « tirant » ha κτείνω, kteínô, « lazhañ »
  2. W.E.H. Lecky History of European Morals, (embannadur 1898), II, 274-95

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne