An tired lemm[1] a zo ur sin diakritek eus al lizherenneg latin.
á é í ó ú
Hervez al langaj e c'hall sinifïañ meur a dra :
- merkañ emañ serr ur vogalenn (galleg...)
- ... pe ar c'hontrol : merkañ emañ digor (portugaleg pelé, klevet evel ar galleg pélè)
- merkañ emañ hir ur vogalenn (iwerzhoneg...)
- merkañ an ton-mouezh war-grec'h (viêtnameg, latinekadur pinyin ar sinaeg...)
- dishañvaliñ homografoù : nederlandeg één (unan) e-skoaz een (un), spagnoleg él (eñ) e-skoaz el (an)
- Kavet e vez ivez war gensonennoù 'zo (ć da skouer), e poloneg, evit merkañ emaint palatizet.
- ↑ Geriadur Ménard, pajenn 14.