Topologiezh rouedad

An doare e vez desezet an elfennoù war ar rouedad eo an dopologiezh (skoroù treuzkas, urzhiataerioù ha parzhioù all). An doare m'eo etrekennasket ar parzhioù gantañ a c'heller termeniñ dre an dopologiezh ivez. Liammet e vez an dopologiezh ouzh savlec'h pep klom war ar rouedad.

Diforc'het e vez peurvuiañ etre an dopologiezh alvezel hag an dopologiezh vezoniel : erouezadur (derc'hennadur) klomoù ar rouedad hag ereoù alvezel a rev etreze eo an dopologiezh alvezel ; ar mod da dreankañ ar stlennoù war ar skor treuzkas ec'h erouez an dopologiezh vezoniel.

Da skouer, evit ur rouedad Ethernet e c'heller lavaret ez eo an dopologiezh alvezel "a-sterenn" (pep klom a vez kennasket ouzh un tolper a zo "e-kreiz" ar rouedad). Hogen an dopologiezh vezoniel a zo "a-vus" (darvanet e vez gant parzhioù elektronek an tolper ur bus — ul linenn unel — ar c'hlomoù kennasket outañ).


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne