Tornado Alley

Ur c'horvent en Oklahoma e 1999
Tornado Alley, ma vez da nebeutañ ur c'horvent dre zekvloavezhiad
Korventoù en USA, 1950–2006
Korventoù en SUA, 1950–2013

Tornado Alley ("Trepas ar C'horventoù") a reer e SUA eus an takad ma vez korventoù an aliesañ[1].

E 1952 e voe arveret an anv evit ar wech kentañ, evel talbenn ur studiadenn gant an hinourion eus an US Air Force Ernest J. Fawbush (19151982) ha Robert C. Miller (19201998) a-zivout kemenn ar gwall varradoù-arnev e lod rannoù eus Texas hag Oklahoma, petra bennak ma'z eo dispis harzoù ofisiel Tornado Alley. An hinadourien a verk barroù e gwerederezh ar c'horventoù e lod takadoù[2], hag a-c'houde gwerso e oar an "Hemolc'herien korventoù" e c'hoarvezont alies er Great Plains[3]

Minnesota, Wisconsin, Illinois, Indiana, Missouri hag Ohio a vez kontet e Tornado Alley a-wechoù.[4] Enklaskoù a ziskouez emañ ar c'horventoù o paotaat er rann hanternosañ eus Tornado Alley, betek kompezennoù Kanada ; kement-se a c'hall bout un heuliad da gemmadur an hin war an Douar[5].

  1. (en) Todd S. Glickman : Glossary of Meteorology, American Meteorological Society, 2000 (ISBN 978-1-878220-34-9)
  2. (en) '22nd Conference on Severe Local Storms, 224'. Kavet : 16/08/2020.
  3. "Kompezennoù Meur" ; gwelit (en) 'University of Nebraska–Lincoln'. Kavet : 16/08/2020.
  4. 'Smithsonian Institution'. Kavet : 16/08/2020.
  5. (en) 'The new tornado alley'. Kavet : 16/08/2020.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne