Un toull-bac'h (liester : toulloù-bac'h) a zo ul lec'h evit ma vo kastizet tud en ur vac'hañ (pe mirout da vont dieub) anezho. Dre vras e vez roet ar c'hastiz-se peogwir o deus graet an dud-se traoù difennet gant ar reolennoù a ren o c'hevredigezh a vez graet lezennoù anezho. Un den toullbac'het a zo un toullbac'had. E brezhoneg e kaver ivez ar gerioù bac'h, kac'har ha prizon (diwar ar galleg) hag an anv-kadarn deveret prizoniad.
Pep kevredigezh a-bouez he deus ezhomm eus ul lec'h (pe vuioc'h) evit, da gentañ holl