![]() | |
![]() | |
Lec’h | Plouzane, Bro-C'hall |
---|---|
Daveennoù lec'hiañ | |
Tour | |
Savet | 1848 ![]() |
Emgefreekaet | 1989 ![]() |
Uhelder | 24 metr ![]() |
Uhelder diwar live ar mor | 34 metr ![]() |
Statud gladel | e renabl hollek an herezh sevenadurel ![]() |
Gweladenniñ | ne reer ket |
Annezet | n’eo ket |
Gouloù | |
Uhelder fokalenn | 34 metr ![]() |
Diraez | 19 mil-mor ![]() |
Doareenn ar sinal | Fl(2) WR 6s ![]() |
Tour-tan ar Minou zo un tour-tan savet e beg ar Minou, e kumun Plouzane, e Bro-Leon. Asambles gant tour-tan ar Porzhig e tiskouez d’ar voraerien a zeu eus an donvor an hent da vont e-barzh morlenn Brest dre ar Mulgul.
Savet eo bet war ur garreg zo stag ouzh an douar-bras war-bouez ur pontig. Savet e voe gant mein Kersanton ha gant greunvein eus an Aber Ildud. En e gichen ez eus un tourig all, a oa arouezva ar morlu.
En XIXvet kantved e oa bet enaouet tour-tan Beg Lokmazhe, pelloc'h er c'hornôg. Fellout a rae d’ar Morlu kaout tourioù-tan all da heñchañ ar voraerien da vont betek porzh bras Brest. Savet e voe tour-tan ar Minou, a-benn ar fin, e 1848, war ur garreg a oa dirak ur c’hreñvlec’h a oa d’ar morlu, e Plouzane. E 1989 eo oa bet lakaet da vont en-dro emgefre. Bremañ eo pellgontrollet eus tour-tan ar C'hreac'h en Eusa.