Iskevrennad eus | rouedad treuzdougen foran, train and rail category |
---|---|
Rann eus | rail transport in France |
Deiziad krouiñ | 31 Meu 1984 |
Stad | Bro-C'hall |
SRGB color hex triplet | 004494 |
Oberataer | SNCF Voyageurs |
Deiziad digoradur ofisiel | 1986 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.sncf-voyageurs.com/fr/voyagez-avec-nous/en-france/ter/ |
Stad implij | in use |
An Treuzdougen Herrek Rannvroel pe THR (e galleg Transport Express Régional pe TER) zo ur merk kenwerzhel eus ar c'hevredad "SNCF Voyageurs" implijet evit an treuzdougen etre kêrioù e trenoù ha kirri-boutin e Frañs dre genemglevioù etre an SNCF hag ar rannvroioù melestradurel. Komz a reer eus an Trenioù Herrek Rannvroel (THR) evit trenioù ar rouedad-se (Train Express Régional pe TER e galleg).
Krouet e voe e 1986 ha kenveret eo gant ar Rannvroioù hag an SNCF abaoe 2002, nemet en Enez-Frañs (ha kêrioù zo e Centre-Val de Loire, Normandi ha Hauts-de-France) lec'h ma reer gant ar merk "Transilien", hag e Korsika lec'h m'eo bet divizet gant Strollegezh Korsika reiñ ar merañ d'ur c'hevredad ekonomiezh kemmesk (KEK) anvet "camini di ferru di a Corsica" pe "chemins de fer de la Corse" (CFC). E Lyon emañ sez ar c'hevredad "SNCF voyageurs" karget da gorvoiñ ar merk hag ar rouedad. Goude adreizh tiriadel 2015 e oa bet kenstrollet rouedadoù THR zo e 2016 ha 2017. En amzer dazont e vo digoret ar rouedad da gevratoù kevezer gall pe europat.
Kresket en doa an niver a veajourien etre 2002 ha 2012, digresket en doa etre 2012 ha 2016 ; kreskiñ a ra adarre abaoe 2017[1]. Ar feur leuniañ a oa 25% e 2016[2].
Hervez an SNCF e 2016 e laboure 28 000 implijiad evit ar c'hinnig THR en 11 "Rannvro THR", evit ur c'hrengreadur a 4 miliard a euroioù.
Hervez an danevell graet gant Lez ar c'hontoù e 2019 diwar-benn an THR e sav ar c'houstoù hollek da 8,5 miliard a euroioù, 88% anezho skoaziadennet gant ar Stad (2 viliard) hag ar Rannvroioù (3,9 miliard).