Trictrac | |
---|---|
Ur c'hoari trictrac | |
Embanner : | domani foran |
Doare : | C'hoari tablez C'hoari redadeg C'hoari diñsoù |
Niver a dud : | 2 |
Oad : | adalek 10 vloaz |
Amzer staliañ : | berroc'h eget 1 mn |
Padelezh : | 5 - 60 mn |
Perzh ar chañs : | krenn (diñsoù) |
Barregezhioù : | strategiezh, kadouriezh, jedoniezh, tebegouriezh |
Ur c'hoari stroll kar d'ar backgammon ha neuze d'ar jacquet eo an trictrac, a zo bet diouzh ar c'hiz e Bro-C'hall eus ar Grennamzer betek an Dispac'h gall. Ur c'hoari tablez eo, ma klask daou zen enebour tennañ splet eus disoc'hoù bannadennoù diñsoù evit merkañ poentoù gant o jedoueroù.
Puilh eo geriaoueg an trictrac, alies e vez kavet el lennegezh c'hallek ; tremen 200 ger a gaver er pleustrad Le jeu de trictrac bet embannet gant J. M. Fallavel e 1776[1],[2].