Dalc'het e oa bet 11vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre an 29 a viz Mezheven hag ar 27 a viz Gouere (15 tennad-hent, 5 388 km). Gounezet e oa bet gant ar reder belgiat Philippe Thys, 26,715 km/e e dizh keitat.
Aet e oa kuit an Dro eus Boulogne-Billancourt (Hauts-de-Seine a-vremañ) hag war-du ar c'hornôg, evit ar wech kentañ, a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar reter.
Peurdrec'h ar skipailh Peugeot a oa dre ma oa ac'hubet an tri flas kentañ gant ar rederien anezhañ. Dilezet en devoa ar reder breizhat Lucien Petit-Breton goude kouezhañ war al leur e-kerzh ar 14vet tennad-hent.
25 reder hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar 140 o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.