Dalc'het e oa bet 7vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre ar 5 a viz Gouere hag ar 1añ a viz Eost (14 tennad-hent, 4 497 km). Evit ar wech kentañ e oa bet gounezet gant ur marc'hhouarnour estren, ar reder luksembourgat François Faber, 28,658 km/e e dizh keitat. Aet e oa bet ar maout gantañ en 2l, 3de, er 4re, 5vet, 6vet hag en 10vet tennad-hent.
Aet e oa kuit an Dro eus Pont ar Jatte (Pariz) war-du an norzh hag ar reter a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar c'hornôg : heñvel-mik eo an hentad ouzh hini 1908.
55 reder hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar 150 o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.