Hentad Tro Bro-C'hall 2012 | ||||||
---|---|---|---|---|---|---|
Titour ar redadeg | ||||||
Petvet hini | XCIX | |||||
Broioù | Belgia Frañs Suis | |||||
deiziadoù | 30 a viz Mezheven - 22 a viz Gouere 2012 | |||||
Tennadoù | 20 tennad + 1 prolog | |||||
Tizh keitat | 39,724 km/h | |||||
Kilometradoù | 3.496,9 km | |||||
Roll al loreidi | ||||||
Gounider | Bradley Wiggins Bro-Saoz | |||||
Eil | Christopher Froome Bro-Saoz | |||||
Trede | Vincenzo Nibali Italia | |||||
Renkadurioù all | ||||||
Menez | Thomas Voeckler Frañs | |||||
Poentoù | Peter Sagan Slovakia | |||||
Yaouank | Tejay van Garderen Stadoù-Unanet | |||||
Stourm | Kris Sørensen Danmark | |||||
Skipailh | RadioShack-Nissan Luksembourg |
Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2012, an 99vet hini, a zo loc'het eus Liège d'an 30 a viz Mezheven 2012 hag a zo echuet e Pariz d'an 22 a viz Gouhere. An eil gwech e oa d'an Dro kregiñ e Liège, hag ar bedervet e Belgia. Evit ar wech kentañ eo aet ar maout gant ur Saoz, Bradley Wiggins, a oa lakaet da vezañ an hini gwellañ adal ar penn kentañ. N'eo ket bet gwall entanus an Dro-mañ pa'z eo bet mestroniet ar redadeg adalek ar penn kentañ gant e skipailh, da lavaret eo ar skipailh Sky, hag aet eo an daou blas kentañ ganto. Gant e genskipailher Chris Froome, “ar C'henyan gwenn”, eo aet an eil plas. Da welet e seblante hemañ bezañ kreñvoc'h eget Wiggins er menezioù. Gounider ar bloaz kent, Cadel Evans, goude bezañ klasket un tamm bennak plantañ e-barzh en deus kollet kalz a amzer er sizhunvezh diwezhañ.
Diwar 198 reder ez eus erruet 153 e Pariz. Lakaet eo bet Fränck Schleck er-maez eus ar redadeg goude ur c'hontrol enepdoperezh. Pa weler an tizh taper e lec'hioù 'zo, er menezioù da skouer, e c'haller soñjal n'eo ket aet da get ar boaz da wellaat dre guzh kurioù rederien 'zo[1].