Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad lativel (saoz.: lative case) evit komz eus un droad lec'hiañ a dalvez da verkañ ar fed ma'c'h a un den pe un dra bennak war-du ul lec'h, o klotaat mui-pe-vui gant an araogennoù "da" pe "davet" e brezhoneg.
Implijet e vez gant ar yezhoù ouralek, en o zouez ar finneg, an erzyeg, ar mokcheg hag an tcheremiseg, da skouer e finneg gant adverbioù resis, merket gant al lostger "-s" (bremañ avat e vez implijet en he lec'h troadoù all peurliesañ en degouezhioù all gante an hevelep ster):
Implijet e vez ivez, peurliesañ a-gevret gant troadoù all, gant ar yezhoù bizkaokazek, en o zouez an tsezeg hag ar bejteg, da skouer e tsezeg:
Кидбā ужихъор кIетIу биквархо. | |||
kidb-ā | uži-qo-r | kʼetʼu | b-ikʷa-r-xo |
plac'h:OBL-ERG | paotr-PERC'HEN-DAT/LAT | kazh:[III]:ABS | III-see-ARBENN-BREMAÑ |
"Ar plac'h a diskouez ar c'hazh d'ar paotr" |
Implijet e vez an dativel/lativel da verkañ ar fed m'emeur perc'hen war un dra bennak dre ma vank ar verb "kaout" (kv. "bezañ gant" e brezhoneg), da skouer:
Кидбехъор кIетIу зовси. | |||
kidbe-qo-r | kʼetʼu | zow-si | |
plac'h:OBL-PERC'HEN-DAT/LAT | kazh:ABS | bezañ:TREMENET | |
"Ar plac'h a oa ganti ur c'hazh/Ur c'hazh en doa ar plac'h" |