Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad absolutivel (saoz.: absolutive case) evit komz eus un droad implijet evit merkañ koulz rener ur verb amdranzitivel ("S") ha renadenn/gouzañver ur verb tranzitivel ("O"/"P")
Enebet e vez ouzh an droad ergativel implijet evit merkañ rener/graer ur verb tranzitivel ("A").
Implijet e vez an droad-mañ gant ar yezhoù gante ur steudadur morfologel-kevreadurezhel ergativel-absolutivel, da skouer en euskareg:
Peurliesañ e vez merket an troad ergativel ha amverk an droad absolutivel er yezhoù ergativel-absolutivel.