Trochilidae

Trochilidae

Kolibried gant Ernst Haeckel e 1904.
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Apodiformes
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:

Kerentiad an Trochilidae zo ennañ 328 spesad evnedigoù-lufr[1], evned-kelien[2], pe kolibried[3]. Gant ar ger diwezhañ-mañ e vez graet e meur a yezh dre ar bed evel un termen hollek, met evit ar skiantourien ne dalv nemet evit ur genad anezho, ar genad Colibri.
Termenet e voe e 1825 gant al loenoniour iwerzhonat Nicholas Aylward Vigors (1785-1840)[4], Trochilus ar genad skouer anezhañ.
Evned bihan-bihanik zo anezho, ar re vihanañ er bed : adalek 5 pe 22 cm, betek 35 cm evit ar spesadoù o deus pluñv hir ouzh o lost. Buan-kenañ e luskont o divaskell : 15 pe 80 gwezh bep eilenn.
Pluñv livet flamm zo ouzh o gouzoug pe war o fenn. Cheñch a ra kalz neuz o figos moan hervez ar spesadoù : gallout a ra bezañ pe hir-kenañ pe verr, pe eeun pe kamm da vat. Bihan-bihanik eo o favioù. Kouskediñ a reont e-doug an noz kuit da goll energiezh.

Kavout a reer anezho el lodenn vrasañ eus Amerika an norzh hag Amerika ar su. Stank int en takad neveztrovanel.
Bevañ a reont e meteier disheñvel, e kement lec’h ma kresk ar plant a c’hall pourchas nektar dezhe, adalek live ar morioù betek 5 000 m uhelder. Kalz brasoc’h eo o liested en toleadoù danveneziek.

Bihanañ evned ar bed eo kolibried Elena (Mellisuga helenae) a gaver e Kuba. Ne greskont ket en tu all da 2,5 cm evit daou c'hramm a bouez enno pe war-dro.

Kolibri Naska

Gallout a rafed gwelet ur c’holibri e linennoù Naska.

  1. Frañsez Vallée, Grand dictionnaire français-breton, 1931, p. 131b.
  2. Frañsez Vallée, Grand dictionnaire français-breton, 1931, p. 131b.
  3. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Palantines, 2012 (ISBN 978-2-35678-069-0).
  4. (en) Trochilidae: Hummingbirds Vigors, 1825.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne