Turkeg

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Turkeg
(Türkçe)

Panell durkek e penn europat pont ar Bosfor
Perzhioù
Komzet e : Turkia, Kiprenez, Bulgaria, Makedonia, Moldova, Iran, Gres, Irak, Siria, Azerbaidjan, Roumania, Ouzbekistan, Aostria, Alamagn
Rannved : Turkia, Kiprenez, Balkanoù, Kaokaz
Komzet gant : ~75 milion en holl
(~60 milion yezh kentañ)
Renkadur : 19–21 (yezh kentañ)
Familh-yezh : Yezhoù altaek

 Yezhoù turkek
   Yezhoù turkek ar c'hornôg
    Yezhoù aralek-kaspek
     Turkeg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Turkia, Kiprenez, Republik Turk Kiprenez an Norzh, Bulgaria (yezh vroadel), Republik Makedonia (yezh lec'hel)
Akademiezh : hini ebet
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 tr
ISO 639-2 tur
ISO 639-3 tur
Kod SIL tur
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh altaek eus skourr ar yezhoù turkek rik eo an turkeg (türkçe), komzet gant tro-dro da 75 milion a dud en holl o kontañ ar re a ra gantañ evel eil yezh (60 milion evel yezh kentañ) den e Turkia (46.278.000 a dud e 1987 pe 90% eus ar boblañs), Kiprenez (177.000 den e 1995 pe 20% eus ar boblañs), Bulgaria (845.550 den e 1986 pe 9% eus ar boblañs), Makedonia (250.000 den e 1982), Moldova, Iran, Gres (128.380 den e 1976), Irak, Siria, Azerbaidjan, Roumania (150.000 den e 1993), Ouzbekistan, Aostria (183.445 e 2001) den hag Alamagn (~2 vilion a dud).

E Bulgaria emañ ar bulgareg o kemer plas an turkeg tamm-ha-tamm.

Tost a-walc'h eo an turkeg d'ar yezhoù turkek all, dreist-holl an azeri pe an turkmeneg hag aezet eo evit an dud a ra gant unan eus ar yezhoù-se kompren dud all a gomz unan eus ar yezhoù all.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne