Ulm zo ur gêr alaman e stad Baden-Württemberg, e-kichen Bavaria. Emañ war ribl ar stêr Danav, e-kichen kember ar stêr-se hag ar stêr Iller. E 2018 e oa 126 000 a dud o chom en Ulm.
Diazezet e voe ar gêr e 850. Anavezet eo dreist-holl abalamour d'hec'h iliz-veur, iliz-veur Ulm (Ulmer Münster), gant he c'hloc'hdi 161,5 metr uhelder, an tour-iliz uhelañ er bed evit doare.