Unvaniezh (SUA) | |||||
---|---|---|---|---|---|
1861 – 1865 | |||||
| |||||
| |||||
Sturienn | E pluribus unum "Diwar lies, unan" | ||||
Kan broadel | Hail, Columbia (de facto) My Country, 'Tis of Thee (de facto) | ||||
| |||||
Rannadur ar Stadoù er Brezel diabarzh | |||||
| |||||
Statud | Gouarnamant anzavet SUA | ||||
| |||||
Kêr-benn | Washington, D.C. | ||||
| |||||
Prezidant • 1861-1865 • 1865 |
Abraham Lincoln Andrew Johnson | ||||
| |||||
Maread | Brezel diabarzh SUA | ||||
1860-61 | Stadoù ar Su a zisrann | ||||
07/03/1861 | 1añ galloudekadur A. Lincoln | ||||
12-13/04/1861 | Emgann Fort Sumter | ||||
01/01/1863 | Disklêriadur ar frankaerezh | ||||
13-16/07/1863 | Emsavadeg New York City | ||||
1864 | Kerzhadeg Sherman | ||||
29/03-09/04/1865 | Taol-brezel Appomatox | ||||
14/04/1865 | Drouklazh A. Lincoln | ||||
09/04-06/11/1865 | Arsav-brezel |
An Unvaniezh (saozneg : The Union, lesanvet the North "an Norzh") a oa anv Stadoù-Unanet Amerika pa oa bet 11 Stad sklavelour o tisrannañ evit sevel Stadoù Kengevreet Amerika (SKA), brudet ivez evel "ar C'hengevread" pe "ar Su", e-kerzh Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. An Unvaniezh a oa renet gant Abraham Lincoln, 16vet prezidant Stadoù-Unanet Amerika, hag a glaske derc'hel unvanidigezh ar vroad e stumm un unvaniezh kevredadel vonreizhel.
E kenarroud ar brezel-diabarzh, Union a veze implijet alies evit ober eus "Stadoù an norzh leal da c'houarnamant ar Stadoù-Unanet".[1] En doare-se, an Unvaniezh a oa savet gant 20 Stad hep sklavelezh (en Norzh hag er C'hornôg) ha peder Stad er Su (Delaware, Maryland, Kentucky ha Missouri) zoken ma oa Missouri ha Kentucky pep hini o kaout gouarnamantoù eus an Unvaniezh pe Kevredet enebet[2].
An Union Army a oa un aozadur nevez stummet dre gendeuziñ darn unvezioù ar Stadoù ezel, gant unvezioù lu an US Army. Derc'hel ar Stadoù en harzoù gant ar Su a veze gwelet evel ur redi evit bezañ trec'h er brezel[3][4].
Biz hag ar Midwest o devoa pourvezet an danvezioù greantel evit kaout ur mekanikadur eus ar broduerezh ledan munisionoù ha pourvezioù all kement hag arc'hantaouiñ ar brezel. Ouzhpenn-se e oa bet pourvezet ganto soudarded, boued, kezeg, arc'hant ha kampoù gourdoniñ. Ospitalioù-brezel a oa bet savet ivez dre tiriad an Unvaniezh. Darn ar Stadoù en Norzh o devoa un istor republikan, ar c'houarnourien a oa bet o reiñ kalz nerzh a-benn kavout harp d'ar striv brezel ha moustrañ garv an enebiezh d'ar brezel, dreist-holl er bloavezh 1863–64[5]. Ar Strollad Demokratel a oa bet o harpañ kreñv ar brezel e penn-kentañ e 1861, met e 1862 e oa bet un torr etre ar re a-du gant ar brezel (War Democrats) hag ar re enebet lesanvet Peace Democrats, renet gant ar strollad Copperheads[6]. An Demokrated stadunanat a oa bet o c'hounez mouezhioù e 1862 en dilennadegoù stadel, dreist-holl e New York. Kollet o devoa nerzh e 1863, dreist-holl en Ohio. E 1864, ar Republikaned hag ar War Democrats a oa bet o kevrediñ dindan an anv National Union Party, hag a oa bet o tesach mouezh un toullad eus ar soudarded[7], ha trec'h e oant bet uhel gant Lincoln hag e harperien a-enep George B. McClellan, a oa war ar renk evit an demokrated.
Ar bloavezhioù brezel a oa bet frouezhus evit tiriadoù an Unvaniezh, nemet el lec'hioù ma oa bet tagadennoù guerilla hag a oa drastus evit ar maezioù. Tost an holl obererezhioù brezel a oa bet war tiriad ar Su. Ar berzh-mat a oa bet sikouret gant dispignoù uhel ar gouarnamant kevredadel ha savidigezh un aozadur bank broadel nevez. Ar Stadoù unvanet a oa bet o postañ kalz arc'hant ha nerzh evit krouiñ peadra da harpañ ar brezel ha krouiñ un harp sokial da wragez, intañvezed, emzivaded ar soudarded, hag evit ar soudarded o-unan ivez. Darn ar soudarded a oa emezelet a-youl-vat, memes ma oa bet er bloavezh 1862 un niver bras a emouestlidi o emezelañ evit chom hep bezañ enrollet dre ret, ar pezh a lakaje anezho da chom hep kaout ar sammad arc'hant uhel a veze roet gant ar Stadoù pe gant pennadurezhioù lec'hel. Enebiezhoù a oa bet d'an enrolladur dreist-holl er c'hêrioù bras, hag e New York : eno e oa bet emsavadegoù enep-enrolladur e miz Gouhere 1863 hag ivez e lod distrigoù evel Rannvro ar glaou ha Biz Pennsylvania.