Marc'heien Baour ar C'hrist ha Templ Salomon (latin : Pauperes commilitones Christi Templique Solomonici), anavezet gwelloc'h dre an anvioù Urzh an Templ, Templourien, Paotred an Templ haMarc'heien an Templ, a oa un urzh kristen ha soudardel bet savet d'an 22 a viz Genver 1129 evit gwareziñ ha sikour ar birc'hirined a yae da Jeruzalem da vare Brezelioù ar Groaz.
Tost da zaou gantved e padas an Urzh a-raok bezañ divodet gant ar pab Klemañs V d’an 13 a viz Meurzh 1312.
Pledet o doa kalz izili Urzh an Templ gant an arc'hant hag un aozadur kreñv a oa bet savet ganto a-dreuz ar broioù kristen gant ur rouedad lec'hioù anvet komandirioù, hag a oa un egin reizhiad bankerezh ha lec'hioù kreñv koulz en Europa hag en Douar Santel.