Urzh ar Feniks zo un urzh sorserien e romantoù Harry Potter, skrivet gant J. K. Rowling.
Krouet e oa bet Urzh ar Feniks gant Dumbledore d'ar mare ma oa Voldemort e barr e c'halloud, er bloavezhioù 1970, evit derc'hel penn outañ hag ouzh an debrerien marv.
Dihunet eo bet an urzh a oa chomet diezhomm abaoe dianadigezh Voldemort goude e dagadenn ouzh Harry Potter.
Bod a gav e izili en 12, plasenn Grimmauld e Londrez.