Valide Sultan a oa an titl roet da vamm ar sultan en Impalaeriezh Otoman.
An eil den pouezusañ en impalaeriezh e oa, war-lerc'h ar sultan e-unan. Dre ma oa mamm ar sultan he devoa levezon bras war renerezh an aferioù politikel, hervez ar sturienn vuzulmat "Gwir ur vamm eo gwir Doue". Kement-se a voe gwir er XVIIvet kantved dreist-holl, pa voe un toullad sultaned gwall zivarrek, pe bugale anezho: neuze e kreskas levezon ar valide sultan. [1]
An hini vrudetañ eus ar maouezed-se e oa Hürrem Sultan, anavezet en Europa evel Roxelana.