Velocifero | |
gant Ladytron
| |
Bro | Rouantelezh-Unanet |
---|---|
Deuet er-maez | 19 a viz Mae 2008 (iTunes), 2 a viz Even 2008 (pladenn) |
Stil | elektro pop, new wave |
Produer | Ladytron, Vicarious Bliss, Alessandro Cortini |
Ti-embann | Nettwerk |
Velocifero eo pevare pladenn glok ar strollad Ladytron, hag an hini gentañ bet embannet gant an ti-embann anvet Nettwerk. Dont a reas er-maez ar bladenn e stumm pellgargañ war iTunes d'an 19 a viz Mae 2008. Dont a reas er-maez ar bladenn CD d'an 2 a viz Even 2008 er Rouantelezh-Unanet, hag en deiz war-lerc'h e broioù all. Video ar ganaouenn Ghosts a zeuas er-maez ez-ofisiel war YouTube d'ar 17 a viz Mae 2008. Div ganaouenn, anvet "Black Cat" ha "Kletva" a zo kanet e bulgareg. Ar bladenn he deus tizhet renk 75 an hit-parade breizhveuriat, ha renk 131 an hini amerikan.