Vesta (distaget [ˈwɛsta] e latin) a oa doueez werc'h an oaled, ar gêr, an tiegezh, hag an tan sakr gant ar Romaned. Kar eo da Hestia en Hellaz, met koshoc'h egeti eo c'hoazh, ha kalz pouezusoc'h e oa doueez Roma.
Tan a veze dalc'het noz-deiz en oaled he zemploù, diwallet gant belegezed yaouank gwerc'h, ar Vestalezed.