LFE – niverenn | 320 |
LFE – unicode | ʏ |
LFE – skeudenn | |
X-SAMPA | Y |
Selaou |
---|
Ur vogalenn a drede renk eo ar vogalenn beuzserr tost a-raok ront treuzskrivet [ʏ] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 320. Klotaat a ra gant ar vogalenn beuzserr tost a-raok plaen [ʏ].
Talvezout a ra a-wezhoù ar vogalenn [ʏ] da alofonenn an arc'hfonem |Y| a-grevret gant ar vogalenn serr a-raok ront [y] evel da skouer en alamaneg unvan
Implijet e vez an arouezenn [ʏ] evit treuzskrivañ ivez ar vogalenn beuzserr tost a-raok gwasket [ʏ̫̫ː] implijet gant ar svedeg.