LFE – niverenn | 304 |
LFE – unicode | a |
LFE – skeudenn | |
X-SAMPA | a |
Selaou |
---|
Unan eus ar vogalennoù a gentañ renk eo ar vogalenn digor a-raok plaen treuzskrivet [a] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 304.
Kavet e vez vogalennoù digor plaen en darn vrasañ eus ar yezhoù komzet dre ar bed. Implijet e vez an arouezenn <a> evit ar yezhoù enne ur vogalenn blaen digor nemeti, met peurliesañ e degouezhioù evel-hen emañ tostoc'h ar vogalenn-se d'ar vogalenn kreizennet [ä] evit ouzh ar vogalenn a-raok [a].