Walter Edmond Clyde Todd[1], bet ganet d'ar 6 a viz Gwengolo[2] 1874 e Smithfield (Ohio, Stadoù-Unanet Amerika) hag aet da Anaon d'ar 25 a viz Mezheven 1969, a oa un evnoniour stadunanat[3].
E 1925 e voe paket Medalenn Brewster gantañ, a-gevret gant Melbourne Armstrong Carriker (1879-1965), digant American Ornithologists' Union (Unvaniezh an Evnoniourien Stadunanat) ; gopret e voe e 1967 adarre, e-unan-penn ar wech-mañ.